CROESO - Degemer Mat

SC_CAT.jpg

Ur c’hafe tomm e zegemer ha ne ra ket chistroù eo Penceunant Isaf. War ziribin iselañ menez Yr Wyddfa emañ, ur c’hant metrad bennak a-us d’ar Royal Victoria Hotel war Wenojenn Llanberis.

Amañ e vez atao un degemer mat ha tu da gejoud gant tud heñvel o spered. Servijet vez te ha kafe, chistr tommet ha gwin, chocolat tomm, ha bier eus ar vro. Da zebriñ zo, met mat vefe deoc’h kas boued ganneoc’h. Talit evez: Hemañ n’eo ket ar memes kafe evel an hini war leiz Yr Wyddfa.

Yr Wyddfa

Yr Wyddfa - pe ‘Snowdon’ e Saozneg - eo ar menez uhelañ e Kembre, 1085 metrad a-us d’ar mor. Lavaret vez n’eus menez all ebet e Breizh Veur a-bezh ha kement a vont-dont warnañ. Deuit da Benceunant Isaf e-pad an hañv, ha c’hwi welo ez eo gwir.

Setu amañ ar gwenojennoù pouezusañ :

Gwenojenn Llanberis

An hent hirañ , met an hini aesañ ivez, ken jentil all eo an diribin.

Gwenojenn Pyg

Krogiñ a ra houmañ e parking Pen-y-Pas, ha pignad a ra dre Voulc’h ar Moc’h e tu ar sav-heol da Grib Goch.

Gwenojenn ar Vinerien

Houmañ vez kemeret gant an darn vrasañ deus an dud. Krogiñ a ra ivez e parking Pen-y-Pas.

Gwenojenn Watkin

Ar venojenn stardañ oll.

Gwenojenn Rhyd Ddu

Krogiñ a ra houmañ e bourc’hig Rhyd Ddu, e-lec’h ma oa ganet ar barzh brudet T.H. Parry-Williams.

Gwenojenn Snowdon Ranger

Krogiñ a ra houmañ war hent an A4085, dirak un ostaleri evit ar re yaouank e-kichen Lenn Cwellyn ha pas pell eus ti-gar ar Snowdon Ranger.

Yr Wyddfa gant an tren

Savet oa bet Hent Houarn Yr Wyddfa e 1894. Un doare praktik ha plijus da vont betek lein ar menez. 

El Laez

Savet oa bet ar batimant kentañ war lein Yr Wyddfa e 1838. E-kreizh ar bloavezhioù dek- warn-ugent oa bet savet ur c’hafe nevez gant Syr Clough Williams-Ellis, krouer Portmeirion. Ar batimant mein glas, Hafod Eryri, a welomp hiziv oa bet savet e plas hennez e 2006.

Pouezus eo notiñ ne vez ket digor bloaz-pad ar c’hafe war lein ar menez, ha nemet e-pad ar seson, hag a-wechioù da’n dibenn sizhun mod all, e vez digor kafe bihan an Halfway House. Kafe Penceunant Isaf vez digor bemdez-doue.

SC_View.jpg

Dont betek amañ

Gant ar C’harr-boutin


Bez’ ez eus ur servij kirri-boutin mat eus Llanberis betek Caernarfon, Bangor ha Betws-y-Coed dre hebiou Capel Curig. Tro-dro d’ar menez es eus ivez ur servij kirri-boutin Sherpa hag a jom a-zav e beg peb hini eus ar gwenojennoù pennañ.

Gant an Tren

Bez’ ez eus trenioù ingal eus Londrez, ha Kreizh hag Hanternoz Bro Zaoz a-hed aojoù Hanternoz Kembre betek Bangor, hag a-dreuz da Enez Môn betek Caergybi e-lec’h ma vez kemeret ar vag war-du Iwerzhon.

Ouzhpenn Hent-Houarn Yr Wyddfa, hag a gas an dud betek lein ar menez, ez eus ivez un hent-houarn bihanoc’h, Hent Houarn Lenn Padarn, eus e-kichen Ostaleri Victoria e Llanberis betek Mirdi ar Mein Glas ha tro-dro al lenn. Mont a ra Hent Houarn ar Welsh Highland eus Caernarfon betek Beddgelert, o chom a-zav e beg lod eus gwenojennoù kuzh-heol Yr Wyddfa, ha war-raok betek Porthmatog. Aze ez eus tu da bakoud Hent Houarn Ffestiniog betek Blaenau Ffestiniog. Gant un tammig urzh e c’heller ober un dro vras eus Caernarfon betek Porthmadog, ha goude-se betek Blaenau Ffestiniog ha war an tren bras betek Cyffordd Llandudno, hag ober an distro gant ar c’harr-boutin betek Caernarfon.

An Amzer

Cheñch a ra an amzer war Yr Wyddfa a viz da viz, a zeiz da zeiz, a eur da eur, hag a vunutenn da vunutenn. Maz oc’h e soñj pignad war droad, sellit ar meteo da gentañ war bajenn webb y Met Office, pe war an daol affichoù e Kafe Penceunant.

Dalc’hit sonj dreist oll e c’hell bezañ kalz yenoc’h el laez evit en traoñ, hag ez eo dav en em brientiñ.

ICE2.jpg

Savete war ar Menez

Pouezus eo en em brientiñ mat a-raok mont da bourmenn e menezioù Eryri.

Sellit ar meteo da gentañ, ha dalc’hit soñj e cheñch buan-tre an amzer war lein ar menezioù.

Pe ’maoc’h hoc’h hunan pe gant re all, kasit ganneoc’h atao peadra da zont a-benn. Seurt traoù zo aes da gaoud er stalioù tro-dro.

Garv ha sonn eo kalz eus ar gwenojennoù ha dav eo lakad boutoù a-ratoz ha n’eo ket chaosonnoù pe seulioù uhel!

Kasit ganneoc’h ur gartenn hag ur voussolenn, ur vantell dizourin, ur bragoù lak-a-us, dilhad tomm, un tamm boued hag ur banne dour.

Meur a wiskad fin zo gwelloc’h evit unan tev. Ma ’maoc’h o pourmenn pell, marteze ho po ezhom ur banne tomm, ur c’hwitell, ul lamp godell ha piloù hag un ampoulenn ouzhpenn; un tok gwlan ha manegoù e-pad an goañv; un tok heol, lunedoù heol ha koaven heol e-pad an hañv.

Strebaotiñ a ra an dud alies, memes war ar gwenojennoù aesañ, abalamour d’an douar displaen. Un troñsig sikour kentañ zo mat da gas.

Bezit sur ec’h anavezit mat ho hent, n’eo ket nemet evit mont el laez met evit diskenn ivez. Ma tiskennit gant un hent disheñval, bezit sur e ouzit penaoz pakad en dro ho moto pe oc’h ostaleri. Bez ez eus kirri-boutin ingal tro-dro d’ar menez, met memes ar re-se ne dremenont ket d’an noz.

Larit d’ur mignon en a-raok pezh emaoc’h e soñj ober, ha kit d’en em ziskouez pa zistroit.

E lec’hioù zo war ar menez n’eus tamm signal pellgomz ebet.

Hag arabad eo disonjal ho kamera!